Buhez e Brezhoneg

Arzourez an eztaolouriezh… keltiek !
Livourez a vicher, emezelet e Ti an Arzourien.

Ganet e 41. He zad, e « Resistans an Hent-Houarn » er mare-se, a zeske dezhi ar yezh pemdez.

Skol Vrezhoneg Kêr Vreizh, Paris, Skol dre lizher Marc’harid Gourlaouen, Kamp ar Vrezhonegerien.

Telenn Geltiek e Telenn Bleimor (10 vloaz)

Aotreegezh Saozneg, danvez yezhoù keltiek er Sorbonne

gant an Ao. Bachellerie. 1962 Jubennourez e Kendalc’h Keltiek Landreger (Saozneg- Brezhoneg). Emañ o vont bep hañv da GerneVeur evit e Saozneg hag e blij dezhi kalz.

1985 : Saloñs Plouganou bep bloaz, Gwimaeg, Karanteg, Landi, Trevarez, Ploueskad, an Naoned.

1989 : Ezel Saloñs Arzoù-Kaer Lyon betek 97.  (medalenn ha menegoù)

1997 : ha 99  Skritell Kan ar Bobl – Skritell Plouganou 90- skritell Plourin 2009

1997 : Livadur-Moger Skol kentañ Diwan Montroulez gant ar vugale

Skrivañ ra ivez

2001 : Eil priz a Varzhoniezh e brezhoneg e Redon

2003 : Eil priz Haïku e galleg Kelaouenn Hopala

2009 : Eil priz an danevell e brezhoneg e Redon, embannet en « Al Liamm»

6 romant evit ar re yaouank

2011 : Romant « Beaj Owen » e brezhoneg hag e galleg gant Skol Vreizh, troet e saozneg ha kerneveureg

Danevell « ar Sarpant bihan » ‘vo moulet e miz here gant Keit Vimp bev

Danevell “Naig, Youen hag an aerouant” PRIZ AR VUGALE 2015

2015 : Danevell “Kevrin an Dourdu” e ti Keit Vimp Bev
2018 : Romant polis evit ar re yaouank  e ti Keit Vimp bev:”Muñtr ar Priñz Melar” 2° PRIZ AR YAOUANKIZ 2019

3 danevell barzh Al Liamm: “Korrigezed o teskiñ telennañ” , ” Marv va zad Perig Keraod” , “E-tal ar C’harn vras”

2021 : War glask kouevr e ti Keit Vimp Bev / La quête du cuivre

Pezhioù livet

e meur a lerc’h (29-22), Mirdi Plougastel, Lise Diwan ar Releg, Ti-Ker Plouganou ha Gwimaeg, Teatr Montroulez. Ti-ker Kavan

2002 : Film TV Breizh e Gwirliskin diwar ar Saloñs Divyezhek
2004 : Film Tangi le Sec’h evit Bagad Brieg

Prezegenn

“Divyegezh hag Awen” Kemper, Montroulez, St Ervlan

2006-09-10-11 :  Prezegenn “Arz Breizh hag hon Identelezh digor“, e Kendalc’h Keltiek Karaez, Kawan, Montroulez, St Ervlen (44), Gwened(56) e brezhoneg hag e galleg

2007 : Film “Mil Den“ war TV Breizh,  gant Mikael Baudu.

Un nebeud diskouezadegoù war he anv

1994 :  Lise Diwan ar Releg

1996 :  Saloñs Skrivagnerien Breizh e c’hoariva Bobino (Pariz)

1997 :  Sez ar CMB e Roazhon

2003 :  Sez Dihun Gwened

2004 :  Diskouezva Reg’Art e Kastell Paol – Foer an Naoned bep bloaz – Enoret e Saloñs Enez Jersey

2005 : Dibabet evit diskouezadeg ar Rannvro e Bro Sina (gant 4 arzour all eus Poellgor an Tarv).

2008 :  Priz livourien arroutet CCI Montroulez (Kenstrivadeg an Tarv)

2009 : Div diskouezadeg „Korrig.com“ e Kelenn Kemper hag e skolaj Diwan St Ervlen 44

2010 : Skol Diwan Savenneg- Saloñs ar Poellgor e Lokarn- Diskouezadeg St Stefan brengolo

2011 :  Golf Savenneg:„ Marzhoù Breizh“ Miz Mae – „Harzoù arvarus“ e Plourin
Saloñs ar Poellgor e Lokarn

2012 :  ha 2013 Diskouezadegoù e Skol Vreizh

2016 : Sizhun Diskouezadeg e Plouganou “30 vloaz a liv”  – Saloñs ar Poellgor e Ti ar Chaloni Kastell-Pol

2018 :  Kilsell e KDSK Mediaoueg keltiek St Ervlan 44
Un danevell istorel barzh AL LIAMM: “E-tal ar c’harn bras”
Ur romant polis istorel e ti Keit Vimp Bev ” Muñtr ar Priñz Melar”

Bet Besprezidantez Kevrenn Arz ha Ti-Saverezh Skol  Uhel ar Vro eus 2001 betek 2008.  Mennozh ur C’holog an Dezaign he deus, hag e vo graet gant SUAV hag ar skipailh Arz ha Ti-saverezh.

Kadoriadez a enor Poellgor Divyezhek Arzoù Breizh  « Poellgor an Tarv »– krouet ganti hag un nebeut mignoned e 97.

2003 : Ezel Kuzul Sevenadurel Breizh ar Rannvro eo ar Poellgor bremañ. Armel a zeuio da Roazhon evit ar studiadegoù eus 2013 betek 2017.

E-pad 10 vloaz, eo bet aozet ar Salons Divyezhek AWEN BREIZH ganti hag ar Poellgor 2003  Sinadeg an Arzourien d’an emglev «YA d’ar BREZHONEG » e Manu Montroulez2008  Labelizet live 1, gant Ofis ar Brezhoneg, e Ti-Ker Gwimaeg 

« Armel, ul livadur a gomz ouzhin, gant treuzwelusterioù orinel, ec’honderioù mor diabarzh… »

 Hélène Cadou troet gant Per Diolier